• Donemad

Piw int

Kaier ar skoliad > > Ar gorriganed > Piw int

Chelaouit mat, ar re vras hag ar re vunud !

Chelaouit mat douzh istoer an dorneganed.

Bewiñ a ra ar dorniganed àr ar Mane Gwenn, kumun Gwennin, e Bro-Gwened.

Kuzhet e vezont un tammig e peb lec’h.

Bihan eo an dorneganed.

Farsourion int.

Gwisket e vezont ged del ha raden.

Tokoù ruz a vez gete war o fennoù.

Diaes e vez o gweled rag doned a raont er-maes e-pad an nos hebkén.

En un toull e-dan MAEN AR SAKRIFIS ema o zi !!

E-pad an deiz e vez leuniet an daol vaen ged an dour glaw.

Mes, e-pad an nos, e ta an dour da voud GWAD …

Tro an nos e tañs an dorniganed tro-dro da VAEN AR SAKRIFIS.

Plijoud a ra dehe kanal o c’hanaouenn strobinellus :

“Dilun, dimeurzh, dimerc’her …”

Tro an nos e tro hag e tistro mein ponner ar Mane Gwenn.

Ha tamm ha tamm…petra ? petra ?

Tamm-ha-tamm e ta àr-wel teñzor an dorneganed !

Ya, rag un teñzor o deus, mes un teñzor traoù laeret !

Bamnos e kerzh sioulig an dorneganed beteg ur gêr bennag.

Laerezh a raont eno an traoù lugernus :

bisoù, argant ha lunedoù zokén.

https://www.google.fr/maps/place/56150+Gu%C3%A9nin/@47.9138887,-2.9610719,228m/data=!3m1!1e3!4m5!3m4!1s0x481030959f78bd23:0x40ca5cd36e2c570!8m2!3d47.907412!4d-2.979693