Elmar Ternès hag ar gwenedeg
Commander : bientôt disponible dans la boutique
Unan a glaskerion bennañ evid pezh a sell douzh brezhoneg Gwened e chomo Elmar TERNES, goude dezhañ boud labouret a-zivoud brezhoneg enez Groe, e 1967. Kontiñ a ra ar levr-mañ an darempredoù dic’hortoz a zo bet etre an oberour hag ar profesor alaman, hag an eskemmoù a zo bet etreze evid sklaerraad poentoù zo, mez dreist-oll afer an taol-mouezh gwenedeg, nad eo ket un dra ken simpl-se da zirouestliñ.
Ouzhpenn an darempredoù-se, e komz ar levr-mañ ive a gennigoù Albert BOCHÉ ha deus ar pezh emaint daet da voud hiziw. Rag evid ma vo ar peurunvan peurunvan da vad, e chom un nebeud traoù da beurlipad ennañ c’hoazh. Evid moned war-du ar pal-sen ema bet savet ar levr-mañ ive.
[Cette page utilise l’Écriture Transdialectale Unifiée de l’École Albert Boché (ETUAB), un système orthographique innovant visant à unifier les dialectes bretons.]