Levrioù
MERMET Michel An diwyezhegezh abred er skol. Queven: Skoliuz; 2014.
Perag e vehe ken pouezuz lakaad ar vugale da zeskiñ meur a yezh a-vihanig ? Klasket hon eus lakaad war-wel an dober a zeskiñ yezhoù liessort en ur bed lec’h m’ema an eskemmoù hag an darempredoù etre an dud é kreskaad, war dachenn an oberiantizoù kement ag àr heni ar gouiziegezhioù. Abalamour d’ar lusk-dilusk geografieg ha da bouez ar mediaoù, e sant muioc’h-mui ar gevredigezh an dober a zeskiñ ouzhpenn ur yezh. Ur c’henarroud difer zo rekiz evid lakaad ar vugale da voud barreg war an deskiñ yezhoù, evid ma vint gouest diwezhatoc’h da respont douzh doberoù ar bed. (Skritur raktres ABC)