Raktres Kenaoz ar Gomz / Le projet Synthèse Vocale
Urzhiataerezh > Kendod ar gomz > Ar raktres K.G.B.
Raktres K.G.B. – Kenaoz ar Gomz e Brezhoneg
(Skritur raktres ABC)
Diardoù da gentañ, lusket eo bet ar raktres “Kenaoz ar Gomz e Brezhoneg” ged un nebeud tud, da zerc’hel kont ag an tegnologiezhoù neve(z) a-benn kensevel benvegoù pedagogel e brezhoneg aveid ar skolioù. Roet eo bet korf d’ar mennad-se ged ar raktres K.G.B. ag e hanv.
E-mesk ar re o deus kemeret perzh bar raktres K.G.B. e kaver T.E.S. (Ti Embann ar Skolioù Brezhonek), tud Skol-Vreizh, skoliataerion Skol-Veur Roazhon 2, klaskerion an I.R.I.S.A. (Institut de Recherche en Informatique et Systèmes Aléatoires), kelennerion An ENSSAT – Ecole Nationale Supérieure de Sciences Appliquées et de Technologie (Guy Mercier), ijinourion an embregenn ALCATEL ha re ar C.N.E.T. (embregenn France Telecom) (Yves AUBRY, 2004).
1990
– Ketañ taolioù-añsi eid sintezekaad niveroù e brezhoneg (CNET / C. HAMON).
– Ketañ taolioù-añsi eid sintezekaad kelaouadurioù meteo (CNET / C. HAMON).
1994
– Skritur ur programm eid diskriviñ grafemoù e fonemoù (P. An INTANV).
1995
– Poursu ar labour àr brogramm diskriviñ ar grafemoù e fonemoù (Jean Luc TROMPARENT).
– Lañsiñ ar raktres K.G.B. e framm raktres CORDIAL an IRISA.
1996
– Sintezenn un nebeud frazennoù e brezhoneg (H. GOURMELON).
– Enrolliñ dre gomz ur c’horpuz (Annie EBREL).
– Niverelaad ar c’horpuz en ENSSAT (SOKOL).
– Skizhiñ ar c’horpuz e fonemoù ha difonoù.
– Enkloziñ markoù pitch.
– Labour standardekaat ar c’horpuz e skol bolitegnik MONS e Bro-Belgia ged ar lojikiel MBROLA.
1997
– Labour e par an difonoù, diaze(z) difonoù.
– Ag an AFE (Alfabet Fonetikel Etrevroadel) d’ar stumm Sampa implijet ged ar sintezekaer MBROLA
– Enkloziñ markoù prozodïezh diàr padoud ar fonemoù ha talvoud uhelded ar c’hensonennoù mouezhiet).
– Diorroadur ar lojikiel Ordictée a-benn eilskriviñ un destenn (M. GUYOMARD)
– Diskriviñ fichennaouegoù geriadur Francis FAVEREAU ag ar stumm Word 2 d’ar stumm RTF Rich Text Format (H. GOURMELON, J.P. MESSAGER)
Roll mouezhioù MBROLA (selled doc’h J.P. MESSAGER)
– Detektiñ ar maezioù (stajidi)
– Gwersion INTERNET ketañ ar geriadur Francis FAVEREAU (J.P. MESSAGER) heuliet ged ur wersion INTERNET arall e Kalifornia (Philippe ARGOUARCH)
– Diorroadur ur programm da lenn geriadur Francis FAVEREAU (X. MADIGOU get an ENSSAT).
– Ketañ patrom prozodïel (H. GOURMELON).
– Kenstagañ kevlusker sintezenn MBROLA d’ar geriadur.
1998
– Embannadur geriadur FAVEREAU e-dan furm ur sederom.
– Gwersion ketañ ur programm a-benn tretiñ sinal ar gomz hag e weladurezh (P. PARNET).
1999
– Poursu labour gweladurezh sinal ar gomz (MOCQUART).
2000
– Poursu labour gweladurezh sinal ar gomz (A. GUILLOU).
– Treusfurmiñ geriadur FAVEREAU e-dan stumm ur stlennvon (D. AUCLERC).
– Fonetikaer ger-ha-ger ar brezhoneg ( JP. DESMAREST)
2001
– Poursu labour gweladurezh sinal ar gomz (F. MOULLET).
– Implij tegnik bouellenn an difonoù ged ar c’hendoder mouezhiel MBROLA (DUTOIT).
Adal 2001
– Ketañ gwersion ur lojikiel sintezenn e brezhoneg diàr an destenn
– Diorren an etrefas ged implij ar lavar DELPHI.
– Gwellaad diskrivadur ar grafemoù e fonemoù
– Ensoc’hiñ ur modell prozodïel simplaet a-benn sintezekaad testennoù (Yves AUBRY).
– Ged kenlabour A. BRAMOULLÉ e vez kenstaget programm Yves AUBRY doc’h eil gwersion geriadur mouezhiel Francis FAVEREAU.
– Kenstaget eo ive programm Yves AUBRY doc’h lojikiel ordictée dirroet ged M. GUYOMARD.
– Kreizennet eo bet ive labour pennañ Yves AUBRY àr ziorroadur ur programm : an difarier prozodïezh.
– Labour D. AUCLERC, àr ziorroadur ur lojikiell tavoudustedel, a-benn kerreizhiñ ar reizhskrivadur.
AUBRY, Y. [2004], Logiciel de traitement de la parole et d’aide à l’enseignement et à l’apprentissage de la prosodie : application au breton, Université du Maine département informatique, D.R.T. d’ingénierie mention informatique, 84 p.